Rouantelezh Bro-Saoz
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a4/Atlas_Van_der_Hagen-KW1049B11_004-A_NEW_MAP_OF_THE_KINGDOME_of_ENGLAND%2C_Representing_the_Princedome_of_WALES%2C_and_other_PROVINCES%2C_CITIES%2C_MARKET_TOWNS%2C_with_the_ROADS_from_TOWN_to_TOWN.jpeg/220px-thumbnail.jpeg)
evel ma oa er 17vet kantved
Rouantelezh Bro-Saoz, Kingdom of England e saozneg, zo ur rouantelezh krouet en Xvet kantved e su enez Breizh-Veur dre unaniñ ar rouantelezhioù angl-ha-saoz.
Adal 927 en em lede e Bro-Saoz a vremañ, hag adal 1284 e Kembre ivez, goude da Edouarzh Iañ aloubiñ ar vro-se. Winchester e kontelezh Hampshire e voe ar gêr-benn da gentañ, met ken uhel all e oa statud Londrez ha Gloucester ; adal deroù an XIIvet kantved e teuas Londrez da vout kêr-benn de facto.
Abaoe 1707 ne gomzer ket, en ofisiel, eus roue Bro-Saoz met eus roue ar Rouantelezh-Unanet.