Pegasos
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fb/La_Parnasse%2C_by_Andrea_Mantegna%2C_from_C2RMF_retouched.jpg/300px-La_Parnasse%2C_by_Andrea_Mantegna%2C_from_C2RMF_retouched.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/03/Pelike_Bellerophon_Louvre_G535.jpg/250px-Pelike_Bellerophon_Louvre_G535.jpg)
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/41/Ravel_1008.2.jpg/280px-Ravel_1008.2.jpg)
Pegasos (Πήγασος / Pếgasos e gregach, Pegasus e latin) a oa ur marc'h askellek e mojennoù Hellaz kozh.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Pegasos pa voe troc'het penn Medousa gant an haroz Perseüs, hervez a lenner e Theogonia Hesiodos. Diflukañ a reas, a-gevret gant C'hrysaor, eus gwad ar c'horgon Medousa, ma veze anvet ivez Medusæus, evel e Metamorfozoù Ovidius.
Hervez mojennoù all e oant mibien da Boseidon, a oa tad un toullad euzhviled all.
Goude ganet e kuitaas Pegasos an douar da vont etrezek an doueed. Dougen a rae kurun ha luc'hed Zeus. Athena a dapas hag a zoñvaas Pegasos, hag a gasas al loen da Venez Parnassos d'ar Muzezed. Diwar-se e voe marc'h ar Muzezed, ha prest da sikour ar varzhed.
Tapet e voe gant an haroz Bellerofon.
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/92/Pegasus.gif/220px-Pegasus.gif)