Kraou Nedeleg
Neuz
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/4/47/Michelangelo_Caravaggio_004.jpg/300px-Michelangelo_Caravaggio_004.jpg)
Livet eo Jezuz gant e dad-mager hag e vamm, hag an azen hag an ejen hervez ar vojenn.
Kraou Nedeleg a vez lâret
- eus al lec'h ma voe ganet Jezuz e Betlehem, hervez an Aviel
- eus ar c'hraou a vez savet er gêr gant kristenien da gounañ an darvoud-se, gant boulomigoù pri da skeudenniñ ar Mabig Jezuz, e vamm ar Werc'hez Vari, e dad-mager Sant Jozeb, mêsaerien, deñved, aelez,
- eus an taolennoù bev, gant tud, a vez graet en ilizoù dreist-holl, da gounañ an darvoud.
Hervez ar vojenn e oa un azen hag un ejen er c'hraou, hag e teuas an Tri Roue da azeuliñ ar Mabig Jezuz.