East River
Neuz
Evit implijoù all, gwelet East River (disheñvelout).
![](https://cdn.statically.io/img/upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/e/e2/Wpdms_terra_east_river.jpg)
East River (rinier ar reter) a zo ur strizh-mor e kêr New York, er Stadoù-Unanet. Daoust d'e anv "River" (rinier, stêr) n'eo ket ur stêr met ur strizh-mor ma c'hoarvez tre ha lanv. Dispartiañ a ra karterioù Queens ha Brooklyn diouzh Enez-Vanhattan hag ar Bronx, hemañ o vezañ war an douar-bras.